Programm kentañ an Emgavioù

Programm kentañ an Emgavioù

Pennadoù-amzer digor d’an holl a vo e-pad an Emgavioù ha stalioù-labour a vo aozet. Digor e vo an enskrivadurioù adalek ar 15 a viz Genver ha ret e vo lakaat e anv en a-raok.

Emañ programm an Emgavioù 2017 war ar stern. Goude ma vo echu an eskemmoù etre ar 5 kevandir e vo kaset da benn en eur zivizout temoù an atalieroù. Gallout a reomp dija kemenn deoc’h pennlinennoù an 3 devezh ha nozvezh.

Ar Gwener 28 a viz Ebrel mintinvezh digoradur

9e : digoret e vo an Emgavioù Etrevroadel a-enep d’an OGK

Tud a gemero ar gaoz en o mesk kenurzhier an Emgavioù bet e Ouagadougou e miz Ebrel 2016.

Divizoù hag eskemmoù gant ar berzhidi war an temoù

« Ekolazhañ, da vezañ anavezet er gwir etrevroadel »

Gant an tem-se e raio Emgavioù Breizh al liamm gant lez-varn etrevroadel Monsanto a oa bet e Den Haag e kreiz miz Here 2016. Unan eus ar palioù a oa e vefe anavezet an ekolazhañ da dorfed a-enep d’an en-dro ha mab-den. An diviz-mañ hag an eskemmoù da heul a vo un digarez evit ober ur poent war an TIM ha petra a vo war lec’h.

« An OGK e Breizh », gant René Louail, ezel eus ar strollad RIR OGM 2017.

An darn vrasañ eus an dud e Breizh evel e Bro C’hall a soñj dezho ne sell ket anezho an Organeg Gennoù Kemmet. Avat, 20 % eus ar soja OGK enporzhiet e Europa a dremenn dre borzhioù Breizh e Brest, en Oriant hag e Sant Nazer. Hep an hentad-mañ e vefe lakaet diaes ekonomiezh ar porzhioù e Breizh. Saverien yer ha moc’h, produerien laezh ha n’int ket biologel a zo dalc’het gant gounidigezh fonnus ar soja OGK eus Amerika ar Su a zistruj ar c’hoadoù hag a ampoezon an dud o vevañ war ar maez gant produioù strewet evel ar Glyphosate ha dilouzaouerioù all.

« Stourmañ asambles »

Kregiñ gant ur c’hengejuster etre ar c’hevandirioù a-enep d’an OGK hag unaniñ evit sevel dibaboù all eo ar palioù kentañ eus an Emgavioù e Bro an Oriant. Evit digoradur an Emgavioù e vo klevet tud eus pep kevandir hag a zisplego perak int deuet da Vreizh.

An atalieroù : 28, 29 ha 30 a viz Ebrel

4 tem a zo bet dibabet evit an Emgavioù. Bez e vint sturiadelloù pennañ al labourioù hag ar breutadegoù a vo rannet dre atalieroù e-pad an 3 devez-se.

Stourmañ asambles 

Ne vez ket divizet en ul taol stourmañ asambles, met da sevel tamm ha tamm e vez. Evit dont a-benn e vo ret deomp sellet ouzh hon liesseurted, sevenadurel, lezennel hag arc’hant, derc’hel kont eus hon saviadoù disheñvel dirak ar stadoù ha dirak ar moustrerezh. Komzet e vo eus strategiezhioù a-stroll. C’hoant hon eus en em gavout e Breizh gant ar youl da unaniñ ha da c’houde mont kuit en ur virout al liamm da stourmañ a-gevret.

An Hadoù

Chom mestr war ar boued er bed a-bez dre gontroll an hadoù a zo pal sklaer embregerezhioù liesvroadel an treuzgenezh. Ar respont zo er pleustroù a-gozh a-fed eskemm, rannañ, klask mirout ar vevliesseurted. Pazenn gentañ e Bro Gres, Olympic seed Festival a vo d’an 19 betek an 22 a viz Ebrel war lec’h an Emgavioù en Oriant.

Ar gwir

Anvezout an ekolazhañ hag enskrivañ anezhañ er gwir etrevroadel a oa dindan luc’hvannerioù lez-varn etrevroadel Monsanto e miz Here tremenet e Den Haag. Douget e vo en-dro pa vo an Emgavioù e Breizh. Labourat war dem ar gwir a zo a-bouez evit kompren ha diwar-se enebiñ da droioù ha distroioù ar firmoù liesvroadel a-enep d’ar gwir a-vremañ.

An agroekologiezh

Ne vo ket tu mont a-enep d’an OGK hag an agrokimiezh ma ne vez ket kinniget ganeomp dibaboù nevez. En o zouez, an agroekologiezh a ziskouez bezañ efedus war ar 5 kevandir. Ret eo deomp ober hor mad eus an Emgavioù o tont evit studiañ ha posubl e vo eskemm hon teknikoù hag hor skiant-prenet evit mont war-raok ha stourm asambles.

2 brezegenn-divizout a vo diouzh an noz d’an 28 ha 29 a viz Ebrel. An temoù hag ar brezegennerien a vo anavezet diwezatoc’h.

 

Be the first to comment

Lezel ur Respont

Ne vo ket embannet ho chomlec'h postel.


*